Gabriela B.
Dominique Robet et Alain Robet
Troidigezh e brezhoneg : Alan MONFORT
Deroù an XIXvet kantved, war aodoù Mor Breizh. Ur vorbreizhez yaouank republikan, Gabriela Baudriand a glask terriñ irienn diwezhañ ar roueelourion, renet gant Kadoudal ha kavout drouklazher he zad.
Gant Gabriela, harozez kalonek ha youlek - ha lakaet bresk en abeg d'he istor dezhi - emañ al lennerion o tizoleiñ bed ar mor er XIXvet kantved.
Le Renard bag vrudet Surkouf zo bet skouer La Flamboyante, bok Gabriela, bag hebleustr hag herrek war aodoù Mor Breizh, arveret gant ar vorbreizherion hag ar floderion.
War un dro ez eo ar vandenn treset dre klezeier ha kabelloù-mañ un istor deskoniañ, ur stirad spierezh, ur vandenn treset istorel, un dezrevell a-zivout ar vorbreizherion, ur brav a istor a garantez hag ur c'hlask bredek. Un afer a enor eo ivez…
Kinniget ez eus 12 pajennad livadurioù ha tresadennoù prientiñ savet gant Alain Robet war al levrenn-mañ.
Alan Monfort eo troour e brezhoneg an istor-mañ. Troet en deus "Gaston Lagaffe" n°14 ha n°10.
Embannet gant skoazell Kuzul Rannvro Vreizh.
- Houarn da alaouriñ
- 23 x 31 cm
- 160 pajenn
- Senario : Dominique Robet
- Tresadennoù : Alain Robet
- 2000 skouerenn
- Liv an titl disheñvel diouzh hini an doare gallek
- Kein lienet, kein karrez
- ISBN 978-2-916579-23-8
39,00 €